Republik Poblel ha Demokratel Korea

(Adkaset eus Norzhkorea)

Korea an Norzh pe Norzhkorea, ent-ofisiel Republik Poblel ha Demokratel Korea (e koreaneg, 조선민주주의인민공화국 Chosŏn Minjujuŭi Inmin Konghwaguk), a zo ur riez eus Azia ar reter, dindan hanterenn norzh ledenez Korea. Pyongyang eo kêrbenn ar vro ha war ar memes-tro an hini vrashañ. En norzh hag er gwalarn eus ar vro e vez Sina ha Rusia a-hed ar stêrioù Amnok (pe Yalu e sinaeg) ha Tumen. Er su e vez Korea ar Su, etre an div vro e adkaver ar zonenn divmilourel pe Demilitarized Zone (DMZ) a ra an harz.

조선민주주의인민공화국
朝鮮民主主義人民共和國
Chosŏn Minjujuŭi Inmin Konghwaguk
Republik Poblel ha Demokratel Korea
Banniel Korea an Norzh Ardamezioù Korea an Norzh
Banniel Korea an Norzh Ardamezioù Korea an Norzh
Sturienn: 강성대국
Bro meurdezus ha berzhus
Lec'hiadur Korea an Norzh
Yezh ofisiel Koreaneg
Kêr-benn Pyongyang
Kêr vrasañ Pyongyang
Prezidant peurbadel Kim Il-sung
Penn ar vro Kim Jong-un
Ministr kentañ Choe Yong-rim
Gorread 120 540 km²
Poblañs (2005)
 Stankter
22 912 177 a annezidi
186 annezad/km²
Dizalc'hiezh 9 a viz Gwengolo, 1948
Moneiz Won (₩n) (KPW)
Kan broadel Aegukka
Kod kenrouedad .kp
Kod pellgomz +850

Norzh Korea evel e amezeg eus ar su a embann bezañ ar galloud nemetañ war Korea a-bezh: al ledenez hag an enezeier. Norzh ha Su Korea a zo bet degemeret evel ezel eus Aozadur ar Broadoù Unanet e 1991.

E 1910, Korea a oa bet aloubet gant Impalaeriezh Japan. Ur wech kodianet ar Japaniz e fin an Eil Brezel-bed e 1945, Korea a voe rannet e div lodenn. Unan en norzh e dalc'h an URSS, hag unan er su e dalc'h Stadoù-Unanet Amerika. Taolioù marc'hata, unvaniñ a voe klasket en aner, hag e 1948, e voe savet gouarnamantoù disheñvel. Eus un tu Republik Poblel ha Demokratel Korea evit an norzh, Republik Korea kapitalour evit su al ledenez. Norzh Korea en devoa aloubet ar su e 1950 ar pezh en devoa degaset Brezel Korea (1950–1953). Un arsav-brezel a voe e 1953, met hiziv-an-deiz c'hoazh ez eo an div vro hep kaout un emglev peoc'h.

Gwelet ivez

kemmañ