birvidik
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | birvidik |
Derez-uheloc'h | birvidikoc'h |
Derez-uhelañ | birvidikañ |
Derez-estlammiñ | birvidikat |
birvidik /birˈviːdik/
- A laka holl e nerzh, e galon da ober un dra bennak (diwar-benn an dud)
- Entanet (diwar-benn santadoù, oberoù an dud)
- Feiz an dud-se a zo birvidik abaoue m'eo tremenet dreizi daou abostol bras Breiz-Izel : Mikeal an Nobletz hag an Tad Maner. — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 2.)
- Un nerzh birvidik a eeune dezhan e holl gigennoù, hag e zaoulagad, o virviñ gant ar gasoni, a bare e daoulagad an dud gouez. — (?, p. ?.)
- Oberiant
- N'emeur ket pell ivez diouzh Kemperle ha diouzh porzh birvidik Konk-Kerne. — (Herve Gouedard, Paul Sérusier, ul livour e Breizh, Al Liamm, miz Du 2013, p. 52.)