Mont d’an endalc’had

Enepdisivouderezh

Eus Wikipedia
Kador-gofes en Iliz-Veur Lugo e Galiza. Kofes ar pec'hedoù a oa unan eus ar c'hemmoù etre Disivouderezh hag Enepdisivouderezh.

An Enepdisivouderezh zo ul lusk a-berzh an Iliz Katolik Roman, kroget er XVvet kantved, hag Anna Bijns er penn a-raok, ha buanaet gant an Disivouderezh protestant. Hiziv e komz an istorourien eus « Kempennerezh Katolik ».

Ezhomm da gempenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek ar XIVvet kantved e oa splann an ezhomm da gempenn an Iliz : goulennet e veze kempenn gant prederourien gristen evel John Wyclif, Jan Hus, hag er XVIvet gant Martin Luther ha Jean Calvin.

Senedoù-iliz a voe e Konstanz (1415-1418), Basel (1431-1449) ha Latran (Latran V) (1512-1515) da studiañ ar c'hempennoù kentañ d'ober. Sened-iliz Trento (1545–1563) avat a voe an hini pouezusañ. Gantañ e voe lakaet fin da walloberoù zo: gwerzh an induljañsoù, fallvuhez beleien hag eskibien zo. Adembannet e voe dlead ar veleien da chom hep dimeziñ. Lavaret e voe splann e ranke an eskibien chom en o eskopti.

Adaozet e voe Curia romana ar Vatikan. Adtermeniñ ha kreñvaat a reas divizoù an Iliz diwar-benn an doueoniezh hag aozadur an Iliz. Savet e voe dogma an treuzkorfañ.

Gwellaet e voe stummadur ar veleien gant labour tud evel Ignacio de Loyola. Ar C'hempenn a voe skignet en Iliz gant tud uhel evel Peter Canisius, Carlo Borromeo, Ignacio de Loyola, Frañsez a Sal. Kemmoù en deiziadur, gortozet abaoe ouzhpenn 100 vloaz, a voe graet war-lerc'h sened-iliz Trento en 1582, gant Gregor XIII: abalamour dezhañ eo e komzer eus deiziadur gregorian.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Chaunu, Église, culture et société. Réforme et Contre-réforme, SEDES, Paris, 1984.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]