Mont d’an endalc’had

Melos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Milo)
Kartenn ar C'hikladez, gant Mêlos livet e glas
Adamas, porzh pennañ Mêlos

Mêlos (e gregach : Μῆλος , "Mêlos") zo un enezenn eus Mor Egea en enezeg ar C'hikladez. Anavezet eo ivez dindan an anv "Milo", ha brudet eo abalamour d'un delwenn d'an doueez Afrodite (fallanvet Venus), anvet Afrodite Melos (pe Gwener Milo) a voe kavet en douar anezhi.

Emañ enezenn Mêlos e penn pellañ mervent enezeg ar C'hikladez, ur 120 km eus aod Lakonia. Eus ar c'hornôg d'ar reter ez eus 23 km d'al ledanañ, ha 12 km eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz d'an hirañ ; 150,6 km² eo gorread an enezenn.
Torgennek eo ar pep brasañ anezhi. Ar menez uhelañ eo Profitis Elias, 774 metrad dezhañ.

Adalek an IIIe milved kt JK e oa bet poblet an enez. Obsidian alese a veze gwerzhet en darn vrasañ eus Hellaz, betek Kiprenez, Kreta, hag Egipt(Daveoù a vank). Ul lec'h a-bouez e oa da vare sevenadur Minos.(Daveoù a vank)

Kêr vrasañ an enez, Mêlos ivez hec'h anv, a voe krouet gant Sparta war-dro ar bloaz 700 kent JK.(Daveoù a vank)

Goude ar brezelioù medek e nac'has en em glevout gant kêr Aten.(Daveoù a vank) E 426 kent JK e voe argadet Mêlos gant armeoù emglev Delos, ma rankas paeañ truaj.(Daveoù a vank) Dek vloaz goude, e -416, e voe aloubet gant Aten.(Daveoù a vank)

War c'her Alkibiades, a-hervez, e voe lakaet an holl wazed d'ar marv, ha lakaet ar merc'hed hag ar vugale da sklaved gant Aten.(Daveoù a vank)

Eus an darvoud-se ez eus kaoz e pennad V, 85–103 levr Thoukydides (471-~400 KJK), ma'z eus un diviz etre tud Athena ha re Mêlos, ha ma'z eo displeget politikerezh Aten. En eñvor Hellaz e chomas pell evel un abeg da vagañ droug ouzh tud ar gêr vras.(Daveoù a vank)


Genidik a Vêlos e oa Diagoras a Vêlos, un den dizoue brudet er Vvet kantved kt JK. Se zo kaoz e vez graet ar "Melosad" eus Sokrates gant Aristofanes en e bezh-c'hoari Ar C'hogus.

Er bloaz 1820, p'edod o furchal dismantroù ar gêr gozh, e voe kavet un delwenn divrec'hiet eus Afrodite Melos. Honnezh eo ar Gwener Milo a zo diskouezet e Mirdi al Louvre, e Pariz.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]