Barzhoniezh lourennek
Neuz
Ar varzhoniezh lourennek a-vremañ zo ur stumm barzhoniezh hag a eztaol fromoù hiniennel, disklêriet er c'hentañ gour[1].
Dav eo lakaat kemm etre ar stumm-mañ hag ar varzhoniezh lourennek en Henc'hres, ma veze kanet ar gwerzennoù ha sonet gant ur benveg dre gerdin (kithara, pe al lourenn). Ar ger gallek lyre a zeu ag an henc'hresianeg λύρα (lyra, al lourenn), hag arveret e voe gant Aristoteles da daolenniñ tri rummad barzhoniezh : an hini lourennek, an hini zramatek, hag ar veurgan. Unan ag ar c'hentañ stummoù a lennegezh eo ar varzhoniezh lourennek.
-
Barzhoniezh lourennek (1896) gant Henry Oliver Walker, el Library of Congress
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Scott, Clive (1990). Vers Libre: The emergence of free verse in France, 1886–1914. Oxford, UK : Clarendon Press. ISBN 9780198151593.