FN FAL
FN FAL | |
---|---|
Ur fuzuilh-emgann FN FAL en e stumm standart | |
Kinnig | |
Bro | Belgia |
Doare | Fuzuilh-emgann damaotomatek / aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | .280 British (pimpatromoù 7,62 × 51 mm |
Produer | FN Herstal |
Mare produiñ | 1953 - 1988 (FN Herstal) Abaoe 1953 dindan aotre gant produerien all |
Pouez ha muzulioù (stumm FAL 50) | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,25 kg |
Hirder | 1.090 mm |
Hirder ar c'hanol | 533 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn d'ar muiañ | 1.000 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 840 m/s |
Lusk-tennañ | 650 - 700 tenn/mn |
Endalc'h | Karger-fiñv eeun 20 pe 30 kartouchenn Karger-fiñv ront 50 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
An FN FAL (evit Fusil Automatique Léger, "Fuzuilh aotomatek skañv"), a zo ur fuzuilh-emgann ijinet e eil hanterenn ar bloavezhioù 1940 gant Dieudonné Saive, un armeurer hag a laboure evit an FN Herstal e Belgia. Produet e voe an arm gant an embregerezh adalek 1953, ha dont a reas da vezañ unan eus an armoù-skoaz implijetañ da vare ar Brezel Yen, pa voe prenet gant kalz broioù eus bloc'h ar C'hornôg. Lesanvet e voe The right arm of the free world, a c'haller treiñ, hervez, gant "Brec'h dehoù" pe "Arm reizh" ar bed dieub). Milionoù a skouerennoù eus an FN FAL hag eus adstummoù a bep seurt a voe produet, gant an FN Herstal pe gant embregerezhioù all er bed, dindan aotre.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pimpatromoù kentañ an arm a voe diorroet adalek 1946 en FN Herstal a-drugarez d'ur c'henlabour gant ar Rouantelezh-Unanet. Kambret e oant da gentañ evit ar c'hartouchennoù 7,92 × 33 mm Kurz a gaved er Sturmgewehr 44 alaman. Fellet a reas d'ar Saozon amprouiñ an arm, met gant munisionoù .280 British[1], ur gartouchenn arnodel savet goude fin an Eil Brezel-bed evit klask pourveziañ ar soudarded gant munisionoù skañvoc'h, diwar skouer ar re implijet en Stg 44 alaman. E 1954, dindan wask ar Stadoù-Unanet, e voe adkambret ar skouerennoù amprouet evit ar 7,62 × 51 mm NATO, a oa o tont da vezañ standart e armeoù an AFNA[2].
AN FN FAL a zo un arm dezhañ daou vod-tennañ damaotomatek hag aotomatek, hag a ya en-dro dre ur sistem amprest-gazoù dre biston[3]. Pourveziet e vez gant kargerioù-fiñv 20 pe 30 kartouchenn. Ur vaionetez a c'haller stagañ ouzh he c'hanol, hag un dornell a zo da zougen anezhi. Meur a adstumm anezhi zo bet savet, lod dezhe lunedennoù pe lammoù plegus. Stummoù 'zo a ginnige ur mod damaotomatek hepken. War stummoù aotomatek 'zo e voe ouzhpennet un daoubez evit stabilaat an arm e-pad an tennadegoù. Pevar stumm nes eus ar FAL a gaver :[2]
- FAL 50.00, ar fuzuilh FAL diazez, dezhi ul lamm difiñv hag ur c'hanol standart
- FAL 50.63 pe FAL Para rifle, dezhi ul lamm plegus hag ur c'hanol berr
- FAL 50.64, dezhi lamm ar FAL Para met ur c'hanol standart
- FAL 50.41, anvet ivez FAL Hbar automatic rifle pe FALO, ur stumm dezhañ ur c'hanol ponner savet evit bezañ ur arm-skoazell skañv e doare ur fuzuilh-vindrailher
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibabet e voe ar FAL evel arm standart gant arme Breizh-Veur e deroù ar bloavezhioù 1950, dindan an anv L1A1. Choazet e voe gant Aostria e 1958 (stumm Sturmgewehr 58) hag gant un 90 arme bennak er bed[3], Turkia, Aostralia pe Brazil en o zouez. Dilezet e voe ar FAL tamm-ha-tamm er bloavezhioù 1980 ha 1990, pa zeuas ar 5,56 mm da vezañ kartouchenn standart nevez fuzuilhoù-arsailh armeoù AFNA[2].
War-dro 7.000.000 a skouerennoù anezhi a zo bet produet abaoe 1953. Ouzhpenn e Belgia eo bet graet dindan aotre er broioù da heul :
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Anavezout stumm un FN FAL hervez he niveroù-serienn ha perzhioù a bep seurt, war lec'hienn an UFA (lennet d'ar 06/12/2024)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 242
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (en) POPENKER Maxim, FN FAL rifle (Fusil Automatique Leger – Light Automatic Rifle, Belgium), Modern Firearms (lennet d'ar 06/12/2024)
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 146-147