Mont d’an endalc’had

Gouestlad

Eus Wikipedia
Poliserien oc'h embreger, unan anezho zo ur c'houestladez

Ur gouestlad, pe ostaj, zo un den prizoniet ha dalc'het evit rediañ un den all, un aozadur pe ur Stad da blegañ. Graet e vez skraperezh gouestlidi eus an obererezh pakañ tud gant ar ratozh-se.

  • Kentindezeuropeg *gʰeydʰ- "c'hoantaat", "gortoz" → kentkeltieg *gēstlos "gouestlad" ; orin ar saozneg kozh gisl (hostage hiziv, diwar ar galleg)  ; kar d'ar saksoneg kozh gīsal, an nederlandeg kozh *gīsal, ar germaneg uhel gīsal hag an norseg kozh gísl.