Mont d’an endalc’had

Ida Bernikia

Eus Wikipedia
  • Meur a zen, ha merc'hed dreist-holl, zo bet anvet Ida.

Ida († 559 pe 560) mab da Eoppa, a oa kentañ roue Bernikia, ur rouantelezh angl e reter Enez Vreizh, adalek 547. Gantañ e vije bet savet kreñvlech Bamburgh.


Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e oa mab da Eoppa, a oa mab da Esa, fa oa mab da Ingwi, a oa mab da Angenwit, a oa mab da Aloc, a oa mab da Bernic (diwar an anv-se eo e teu an anv Bernikia), a oa mab da Brond, a oa mab da Bældæg, a oa mab da Woden, hendad an holl rouaned angl-ha-saoz hervez an hengoun, par d'an doue Odin.


En Historia Brittonum, gant Nennius, §57, e lenner anv e rouanez, ha hini e bevarzek mab (pa lavarer en doa bet daouzek)

But Ida had twelve sone, Adda, Belric Theodric, Thelric, Theodhere, Osmer, and one queen Bearnoch, Ealric. [...] For he also had seven sons, Eanfrid, Oswald, Oswin, Oswy, Oswudu, Oslac, Offa. (Source: (en) https://web.archive.org/web/20090727195712/http://www.fordham.edu/halsall/basis/nennius-full.html) War e lerc'h e renas ur mab all dezhañ, unan ha n'eo ket meneget er roll-se, anvet Glappa. Ethelric zo meneget er C'hronik angl-ha-saoz (s.a.a. 593E, 670A, 685A), evel mab da Ida. Ocga zo ur mab all c'hoazh, meneget ivez ( C'hronik angl-ha-saoz, s.a. 731A).

En XVIIIvet ha XIXvet kantved e kavas da istorourien zo, evel Lewis Morris, e oa Ida ha Fflamddwyn ar memes den. Ar Fflamddwyn-se a zo bet meneget evel ar roue angl a vrezelie ouzh Urien Rhegedhag ouzh e vab Owain, an hini en lazhas.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]