Mont d’an endalc’had

Kalstok

Eus Wikipedia
Kalstok, gwelet diwar ar pont hent-houarn

Kalstok (LFE: ['kalstɔk], saozneg: Calstock) a zo anv ur gêriadenn hag ur barrez e Kernev-Veur war ar Stêr Tamer stok ouzh ar vevenn gant Devon. E 2001 e oa 6.095 a dud o chom er barrez a-bezh.

Aspadennoù eus amzer ar Romaned zo bet kavet : ur c'hreñvlec'h, dizoloet e 2007, hag ur vengleuz hag un hent, kavet nevesoc'h zo.

Gevellet eo Kalstok gant Sant-Turiav, a zo nepell diouzh Pondi.