Krinolinenn
Neuz
Ar grinolinenn[1] zo un danvez tev ha kalet a-walc'h anneuennet gant reun hag a veze stegnet war ur framm gwalennoù ha kelc'hioù dir, douget gant merc'hed a renk uhel en XIXvet kantved evit lakaat koeñv en o sae.
Eus Italia e oa deuet an danvez hag ar c'hiz ; crinolino eo an anv italianek, eus crino, "reun" ha lino, "lin" ; danvez kotoñs a veze implijet a-wechoù, pa veze marc'hatmatoc'h. Diwezhatoc'h e voe roet an anv "krinolinenn" d'ar framm e-unan.
Ne veze ket aes d'ar merc'hed mont en o c'hoazez, ha ne veze ket aes tostaat dezho a-wechoù ; goap a veze graet aes gant ar wazed ouzh ar seurt paramanterezh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Ménard, p. 340-b.