Pleg-mor Fonseca
Neuz
Pleg-mor Fonseca, Chorotega e yezh rakspagnolek ar vro, zo ur pleg-mor en Honduras, war aod ar Meurvor Habask, etre El Salvador ha Nicaragua.
Meur a enezenn zo er pleg-mor, Coyolito hag Isla del Tigre en o zouez.
E 1522 edo ar sturier spagnol Andrés Niño (1475-1525) war lestr ar c'honkistador Gil González Dávila o klask un hent etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask. Erru er pleg-mor en anvas Fonseca
en enor d'an eskob Juan Rodríguez de Fonseca (1451-1524), kentañ aozer politikerezh trevadennel spagnol en Indez
, da lavaret eo trevadennoù rouantelezh Spagn en Amerika hag en Azia.
Inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meanguera, Conchagüita, Zacatillo, Conchagua ha Martín Pérez,a zo da El Salvador*
- Zacate Grande, Coyote, Ascensión ha Farallones, zo da Honduras. El Tigre zo bet brete di war he fenn entre El Salvador ha Honduras, met al Lez-varn etrevroadel he deus roet peurvestroniezh warni da Honduras.
- Da Nicaragua eo Farallones de Cosigüina, stag ouzh kumun El Viejo, en departamant Chinandega.