Tao Yuanming
Tao Yuanming (e sinaeg 陶淵明, en EFEO T'ao Yuan-ming), pe Tao Qian (e sinaeg 陶潛, en EFEO Tao Ts'ien), bet ganet e 365, aet da Anaon e 427, oa ur skrivagner sinaat.
Tao Yuanming a zo gwelet evel unan eus ar brasañ skrivagnerien bet awenet gant an [[taoegezh[daoegezh]]. Kanañ a ra en e varzhonegoù ar repu war ar maez hag ar gwin. Unan eus e destennoù brudetañ a zo Mammenn ar bleuñv-pechez (桃花源), a daolenn ur gêriadenn o vevañ pell diouzh ar bed en un draonienn kuzhet. Skrivet en deus ivez Kan an distro (Guiqulai xi ci)ma komz a-zivout e zistro d'ar gêr, war ar maez, goude bezañ kuitaet e vicher a gargad.
Endro istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevet en deus en ur mare ma oa rannet Sina. Tiernac'h Jin (265-420)a oa deuet a-benn da unvaniñ Sina e-pad un amzer. Met staliet oa "barbared" en Norzh abaoe penn kentañ ar IVe kantved. D'ar mare-se eo bet ganet Tao Yuanming. Bev oa pa steuzias tiernac'h, e 420, evit lezel plas d'an diernac'h Song ar Su (420-479). Dilezel a reer ar gonfusianegezh evit an daoegezh e-keit ma kresk levezon ar voudaegezh. Menec'h evel Huiyuan (334-416), kempredad da dTao Yuanming, en em ouestl da dreiñ testenn boudaek[1].
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet oa bet en un tiegezh a dud desket, kargidi anezho. E dad-you-gozh a oa bet kargad uhel, e dad-kozh eus tu e vamm a oa bet jeneral hag a dad-kozh eus tu e dad hag e dad e-unan a oa gouarnourien lec'hel. Ne oa ket an tiegezh e-touez uhelidi c'halloudusañ ar mare koulskoude. Abalamour da se n'eo ket bet skedus e respet. N'eo bet nemet ur c'hargad izel a-walc'h hag a-vare da vare. Kregiñ a ra diwezhat e 393 war ur post izel e prefeti Jiangzhou (bremañ Jiujiang). E 400 emañ war ur post skoazeller (canjun) e-kichen Huan Xuan, ur jeneral a zigargas an impalaer Jin Andi e 404. Labourat a res en-dro urwech bet douget kañv d'e vamm e 404-405, e servij Liu Yu, a grouas goude tiernac'h Song ar Su. E bost diwezhañ a voe prefed Pengze e-pad dek devezh ha pevar-ugent e 406. Kuitaat a reas neuze ar vicher a gargad da vat. Bevañ reas da gentañ en e di mat deviñ a reas hennezh ha mont a reas Tao d'e gêriadenn c'henidik. Ne oa ket e vuhez war a rmaez hini un penitiour rak daremprediñ a rae kalz tud ha plijout a rae dezhañ evañ ganto. Brudet oa e garantez evit ar gwin.Skrivet en deus un heuliad a ugent barzhoneg diwar-benn an evaj-se zoken. Labourat a rae e zouaroù ha gouzañv a reas dienez ha naon.[1],[2].
Dalc'hiad an daoegezh oa ha dedennet e voe gant ar voudaegezh e chan. Bez 'z eus ur vojenn a -zivout an dra-se hag a gont emgav ar manac'h Huiyuan, Tao Yuanming ha Lu Xiujing[3]. Kavet eo bet e stumm ur gontadenn bobl zoken.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet a reer e destenn e komz plaen Mammenn ar bleuñv-pechez (Tao yuan ji) evel un utopienn anarkour : en ur gêriadenn troc'het diouzh ar bed e vev an dud hep hierarkiezh na lezenn.[3].
Chom a ran ur c'hant tregont barzhoneg bennak gant Tao Yuanming. Kavout a reer enno e garantez evit ar vuhez war ar maez. Klotañ a ra eeunded an doare bevañ-se gant eeuned e stil[4].
Sevelareas Tao Yuanming un emvuhezadur berr m'en ro al lesanv « Pemp Halegenn �� abalamour d'ar pemp gwezenn oa e-tal e di. Eizh vloaz warn ugent oa pa skrivas an destenn-se, estaoladur un uhelvennad eo muioc'h eget un danevell vuhez eta[5].
Troidigezh e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mammenn ar bleuñv-pechez troet gant Yann Varc'h Thorel ; Ar skrilh a lavaras Sut ! (ha hi seven c'hoazh) pp 51–53 ; ABER embanner, 2015 ISBN 978-2-916845-30-2
Troidigezhioù e galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Paul Demiéville (rener), Anthologie de la poésie chinoise classique, Pariz, Gallimard, 1962, adembannet en dastumad « Poésie »
- Biographie des regrets éternels, troidigezh Jacques Pimpaneau, Philippe Picquier, 1989
- Jacques Pimpaneau, Anthologie de la littérature chinoise classique, Arles, Éditions Philippe Picquier, 2004
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) A.R. Davis, « Allusion in T'ao Yuan-ming », Asia Major, volume 5, part 1, 1955
- (fr)Cédric Laurent, « Citations littéraires et interprétations philosophiques dans les peintures narratives du Récit de la Source aux fleurs de pêcher », Extrême-Orient Extrême-Occident, niverenn 30, 2008
- (fr)Jacques Pimpaneau, Chine. Histoire de la littérature, Arles, Éditions Philippe Picquier, 1989, rééd. 2004
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Pimpaneau 1989, p. 254-255.
- ↑ D. Holzman, dans André Lévy (dir.), Dictionnaire de la littérature chinoise, Presses universitaires de France, « Quadrige », 1994, rééd. 2000, p. 296-298.
- ↑ 3,0 ha3,1 Pimpaneau 1989, p. 261.
- ↑ Yinde Zhang, Histoire de la littérature chinoise, Paris, Ellipses, coll. « Littérature des cinq continents », 2004, p. 23.
- ↑ Biographie des regrets éternels 1989, p. 47-48.