Mont d’an endalc’had

Yoash (roue Israel)

Eus Wikipedia
Yoash e Promptuarii Iconum Insigniorum Guillaume Rouillé

Hervez an Tanac'h e voe Yoash[1] (hebraeg : יהואש Yəhō’āš pe יואש Yō’āš, “Yahweh en deus roet" ; latin : Joas), mab Yoahaz, roue Israel etre 798 KJK ha 783 KJK.

Setu ar pezh a lenner en Eil Levr ar Rouaned diwar e benn :

« Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù : ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Yarovam, mab Nevat, en devoa laket Israel da bec'hiñ : enno e kerzhas. » (2R 13, 11)

Brezel a reas da Amasia, roue Yehouda, ha da roue Aram, Benn-Hadad.

E-kerzh e ren e varvas ar profed Elisha[2].

Yarovam, e vab, a renas war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù

[kemma�� | kemmañ ar vammenn]
  1. Anvet eo Joas e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p. 336.
  2. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p. 183.